CHABISTR 1: gwad Ergebe

? 'Vit la'out 'r wi'ionez, 'ber 'ra ur penna'ig 'amzer 'm'eus me merzet, 'rgebe. ? Sevel a ran ma zivlagad war-zu an nor.

Sur a-walac'h e oa aet ar milin-a-gomzoù kuit ha pell brema?. Gwelloc'h egiz-se, e so?jen me.

? Gou'out 'ran n'out ket 'n da vleud, 'baoe… ar… gwall-zar'oud… ? Doue ! Evit sur ne oa ket ma c'henderv en e stad gustumm. Ober a rae muioc'h a strizhadurioù c'hoazh eget boaz ! N'en doa ket e? kredet larout an tra d'an doare eeun… Koulskoude e oa e? aze evit se. Morse ne rae ar paotr tan-e-vlev larout an traoù hep ne vefent eeun. Morse… …. Hag en defe aon ?

? Gou'out 'ran 'z 'peus… 'z 'peus… Selaou, ka'et m'eus an aoten gan' 'r… gan' 'r… gan' – Gwad ? ?

Troc'het am boa ar gaoz dezha?. Evit ur wech e teuen a-benn d'ober kement-all. Keuz a zeuas ennon rik d'ar sekondenn m'am boa kroget da lar Ar gêr, met evel-just, ne c'hellen ket serri? ma veg. Dial a oa tost d'an argad skamp. Doue ken wenn e oa e zremm d'ar vare se, ha c'hoazh en ur c'horn eus ma fenn, ne c'hellen ket paouez d'e sellout ha da karrout ar pezh a welen. Ken fall e oa. E? ne gomze ken, e groc'hen a oa aet eus morlivet da wennoc'h c'hoazh eget an erc'h. Kroget en doa da le?va?.

Me, Ergebe, paour a den yaouank, an hini bresk den ne rae foutre-kaer eus outan, an hini hag a oa aes d'ar santimantoù, me m'oa lakaet an den a garraen ar muia? er bed da la?va?. Biskoaz n'am befe kredet kement tra posupl !

Ur c'horn all eus ma fenn a oa o kreski? gant ar menoz eus pegen fall e oan. Ken fall 'oan me ? Fall d'ar poent lakaat ma c'henderv, ma famill nemetan, ma… ma vreur, da ouela? ?

Ha chommet e oamp evel-se, da sellout an eil diouzh egile, unan prenet en e ved evel en un toullbac'h hag an eil digoret brasoc'h c'hoazh eget ul levr d'ar ved. Dial 'n defe gellet mervel dirazon, chommet e vefen maenet aze hep merzout. Chommet e vefen aze. O sellout. Sta?ket en ma fenn.

A taol trumm, Dial en doa huchet traoù _gêrioù. Dianavezet e chommfent din. Redet en doa war-zu ar maez, tec'hout kuit diouzh an euzhvil on me. An nor a oa bet stlakaet. Aet e oa kuit, keta ? Ne kreden ket adsevel ma zremm evit en gwiriekaat e pad pellig amzer.

Hag aze on me brema?, ur goulenn o trei? e 'm fenn : Perak e oa Dial ken fulloret ? Erfin, reoliek e oa, met… ken fulloret ?

C'hoant m'eus me d'ober un dra fall endev, un dra fall-put. Falloc'h c'hoazh eget en ma troc'ha?. Ken fall eo, ha c'hoazh, nag a ezhomm m'eus eus se...